Nevez-amzer 2026:
An dibenn-sizhun nesañ gant Brezhoneg er Familhoù a vo adalek ar
Gwener 1 betek ar Sul 3 a viz Mae
e kreizenn Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan (Naoned)
Petra eo pal an dibenn-sizhun ?
1 — EVIT FAMILHOÙ A GROG GANT AR YEZH ER GER
Sikour ar familhoù da gaozeal brezhoneg etrezo : ar vugale, ar vugaligoù hag o zud a oar un tamm brezhoneg, un tamm mat a vrezhoneg zoken, met n’eo ken aezet a se atav kaozeal brezhoneg er familh pa vezer krog da gaozeal galleg !
2 — EVIT FAMILHOÙ A GOMZ DIJA GANT O BUGALE
Un doare da vevañ e brezhoneg en un endro plijus evit ar familhoù a gomz brezhoneg etrezo disoursi, ober anaoudegezh gant familhoù nevez ha sikour ar familhoù all, ober mignoned nevez etreze evit ar vugale hag o zud !
3 — EVIT TUD GOUR HEP BUGALE
Pep hani a c’hall kemer perzh evit dazont ar brezhoneg ! Pleustriñ ar yezh en ur mod fentus gant bugale : evel tad ha mamm hon eus ezhomm eus an holl vrezhonegerien evit plantañ muioc’h a yezh, a sevenadur Breizh, a zeskadurezh a bep seurt (natur, krampouezhañ, chemetoù, etc..) da greñvaat gwrizioù ar vugale !
Petra a vo graet ?
1 — C’HOARI, C’HOARI, C’HOARI !
C’hoarioù a vo graet etre ar vugale, evito d’ober anaoudegezh an eil gant egile, ha kalz a obererezhioù e brezhoneg, ar vugale hag o zud asambles : c’hoarioù a bep seurt, pourmen, kanañ, dañsal, labour-dorn, beilhadegoù….C’hoarzhin dreist-holl zo ur pal e-unan !
2 — KOMZ HA KINNIG HO PARREGEZHOÙ !
D’an dud gant bugale ha d’an dud gour a zeuio hep bugale e vo kinniget kemer perzh e obererezhioù ar familhoù : lenn istorioù d’ar vugale all estreget o re (ha d’ho re ivez evel just !), kinnig deskoni d’an holl war tachennoù a vestroniañ (kanaouennoù, keginañ, c’hoarioù, sport, anavezout al laboused, h.a....) Rit ket biloù ma n’ouzoc’h ket petra gober, komz diwar-benn me-oar-me zo fiskal kenañ. A-bouez eo evit ar vugale klevout ha komz gant tud arall estreget o familh !
3 — TREUZKAS HO SKIANT-PRENET D’AN DUD ALL
Deuit da sikour ar familhoù n’int ket kustumet da gaozal brezhoneg. Ar simplañ ar gwellañ : displegañ penaos ho poa kroget er gêr, ho tiaesterioù, ho komprenidigezh, petra a ya en-dro pe get hervezoc’h. Abadenn a-ratozh ebet evit an dud gour hep bugale.
Atav ez eus bet graet ur plas d’ar vugale ha d’o familhoù e kampoù KEAV. Met, er mare-mañ, muioc’h eget na oa bet biskoazh, eo a bouez bras sikour ar familhoù d’ober eus ar brezhoneg o yezh… E familhoù ar vrezhonegerien emañ dazont ar yezh.
Ar brezhoneg er skol zo un dra vat, met ma ne vez ket kaozeet brezhoneg er familhoù, n’eo nemet un touell…. Abalamour da se e lavaromp : e pep korn-bro e rankomp aozañ stajoù brezhoneg evit ar vugale hag o familhoù. E pep korn-bro hag aliesoc’h-aliesañ !
Achu eo gant an doare paper da lakaat hoc'h anv!
Trugarez da leuniañ ar furmskrid en-linenn gant al liamm amañ dindan:
Plasoù a zo c'hoazh! Na c'hortozit ket ar mare diwezhañ evit lakaat hoc'h anv!
Betek an 22/04/26 e c'hallit lakaat hoc'h anv. Goude se pellgomzit d'ar genurzhierez evit bezañ sur e chom plas: 06 22 53 13 21
Ur rekepise ho po evit kadarnaat hoc'h enskrivadenn. Ma n'ho peus bet netra dindan ur sizhunvezh, kasit ur postel dimp.
Titouroù : Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.
Programm (resisadurioù a vo war blas)
Ar programm a vez kinniget hag aozet gant stajidi a-youl vat. M'ho peus c'hoant da ginnig un abadenn pe un atalier, kasit ur postel dimp an abretañ ar gwellañ: Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.
Gwener noz: gallout a rit dont adalek 5e30. Degasit ho pred ganeoc'h evit koan gentañ. Ar boued a vo pourvezet gant Yezhoù ha Sevenadur ha skipailh KEAV war-lerc'h.
Sadorn noz: pred krampouezh aozet gant ar stajidi ha da heul: beilhadeg doare Fest-noz digor d'an holl vrezhonegerien: digoust evit izili Keav, 5€ evit ar re all (a vo izili KEAV).
Sul: echu e vo ar staj tro-dro 4e
An dud gour hep bugale a vo degemeret mat evit sikour ar familhoù d'ober war-dro pe komz d'o bugale. Ne vo ket ur programm a-ratozh evite.

E stajoù Brezhoneg er Familhoù e vez goulennet gant pep hini kemer perzh en aozadur war al lec'h (renkañ, staliañ, ober war-dro ar vugale, ambrougañ ar vugale da gomz brezhoneg...). Pep hini a chom kirrieg eus e vugale a-hed an dibenn-sizhun: Deoc'h-c'hwi da chom war evezh a-fed surentez war al lec’h hag an trouz graet gant ho pugale e lec’hioù boutin.
Framm an dibenn-sizhun
Evit an eil gwech e BEF e vo kinniget deoc’h bezañ Maeronez-Paeron eus ur bugel n’eo ket ho hani !!!
Setu ar steuñv :
- d’ar Gwener noz e vo graet ur c’hoari evit dibab piv ‘vo tad-paeron pe mamm-baeron,
- Gall’ a rit kaozeal, c’hoari, lenn un tamm muioc’h gant ar bugel-mañ a-hed an dibenn-sizhun,
- Gober anaoudegezh gant ar plac’h/paotr : piv eo, e-menn emañ o chom, petra eo anv tud e familh…
- Goulenn sikour gant ho filhor-ez a-hed aozadur ar Fest-Noz / pred krampouezh (pe traoù arall).
- Goulenn a-hed ar sizhun meur a wech penaos emañ ganti-añ...
Priz:
- Ur skodenn-vloaziek a 5€ a vo goulennet digant pep den gour evit bezañ ezel eus KEAV.
- Predoù: dijuniñ, merenn & koan ar Sadorn, dijuniñ & merenn ar Sul. Degasit ganeoc'h pred ar Gwener noz. Ne vo ket pourveziet alkool gant KEAV. Ar pezh ne vir ket ar stajidi da zegas o boutailhadoù alkool gante.
- Bod ar Gwener hag ar Sadorn noz: lojañ a refet en un ti-vakañsoù (75 plas) e kambroù 5 betek 9 flas. Ar familhoù a fell dezhe a vo bodet asambles er c'hambroù bras. Posupl e vo kousket en ho teltenn / karr-kampiñ daoust ma n’eus tachenn-gampiñ ebet. Implijet e vo salioù dour an dud all eta. Kinniget e vo d'ar familhoù dont d'an dibenn-sizhun hep chom da gousket ivez. Digor e vo beilhadeg ar Sadorn noz d'an dud all gant ma vez komzet brezhoneg gante. Dezhe da baeañ skodenn-vloaziek KEAV (5€).
Evezhiadennoù:
Divizet zo bet gant tud KEAV kinnig ur priz izeloc'h evit ar priz a gousto ar staj da gKEAV. Gant kresk priz ar bod hag ar boued ar bloavezhioù tremenet ez eus bet ur bern familhoù ha n'o doa ket kemeret perzh er stajoù diwezhañ. Kollet e vo un tamm arc'hant ganimp moarvat met gant ar spi e c'hallo dont en-dro familhoù zo ha reiñ kalon dezhe da genderc'hel da desevel o bugale e brezhoneg. Warlene ne oa ket bet kollet arc'hant a-drugarez da stajidi zo o devoa roet muioc'h.
Studiet e vo un doare all evit an dazont: Trugarez da reiñ dimp niver ho Koef CAF evit gallout labourat war an dachenn-mañ.
Mar oc'h laouen da reiñ un tamm muioc'h ho po un distaol diwar an tailhoù evit ho prof. Trugarez vras deoc'h.
| Bod, boued hag obererezhioù | Savadur |
Karr-kampiñ pe dachenn-gampiñ |
Dont hep chom da gousket |
| Den gour* | 80€ | 70€ | 60€ |
| Krennard 13-17 vloaz | 60€ | 50€ | 40€ |
| Bugel 7-12 vloaz | 60€ | 50€ | 40€ |
| Bugel 0-6 vloaz | 30€ | 20€ | 20€ |
|
*Ur skodenn-vloaziek a vo goulennet digant pep den gour evit bezañ ezel eus KEAV |
5€ | ||
|
Prizioù all evit an dud dilabour, ar studierien... deuit e darempred ganimp. |
|||
Dafar da zegas ganeoc'h:
- Pik-nik ar Gwener noz;
- Heuzioù, botoù bale, dilhad diouzh an amzer;
- C’hoarioù diavaez / traezh: Mölky, Palez, Bouloù, Bolotennoù, raketennoù ping-pong,…
- C’hoarioù diabarzh : miltammoù, c’hoarioù taol, kartoù…
- Binviji sonerezh (Fest-noz d’ar Sadorn);
- Un davañjer pep hini (keginet e vo!);
- Un tapis Yoga (evit atalieroù zo);
- Levrioù e brezhoneg (bugale vras ha bihan) evit ar c’horn-lenn (lakait hoc’h anv warne ha grit ur roll evit adkavout anezhe d’ar Sul) ;
- Tud gant bugale vihan: ur skabell zo aliet.
- Un tamm moneiz evit paeañ dle an davarn (hep alkool) ;
Evit ar c'hambroù hag ar salioù dour:
- Kambroù gant gweleoù simpl: 1 liñsel dindan 90x190 cm
- Ul liñsel goubenner
- Ur sac’h kousket
- Un palenn-leur evit ar sal-dour
- Evit an dud kizidig gant an trouz: degasit stoufoù skouar. Kozh eo ar savadur, trouzus e c'hell bezañ ar c'houskva.
Tud nammet:
Mont e darempred ganimp evit studial ho koulenn hag an ezhommoù kempouezañ: 02 98 95 59 31
Stummadur-dibaouez :
Ne vez ket kinniget ken da stajidi ar stummadur dibaouez dont d'an dibennoù-sizhun Brezhoneg er familhoù. Evit ar skol-Hañv hepken e vo mat. Ma vez goulennoù e c'hallit mont e darempred gant ar c'henurzhierezh (Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.).
Kenweturiñ:
Gallout a rit en em aozañ gant al lec'hienn:
War-lerc'h ar staj:
Fotoioù ar staj:
Gall' a rit kas ho fotoioù da Faned (Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.). Bodet e vo anezhe en ur goumoulenn (drive)
Adkavit ar strollad war Facebook:
https://www.facebook.com/groups/337841693773762














