logo keav

Skol-Hañv 2016 e Kastellin

 

 

Tlgramme 18 07 2025

 

Setu-amañ, evel lavaret, al liammoù war-zu ar film zo bet savet diwar-benn KEAV. 
Un test eo, diskouez a ra penaos e vez ur sizhunvezh staj hañv e KEAV, hep atersadenn na mouezh-off.
 
Servain Pierre ha Ac'h Stephane : Splujañ er brezhoneg gant KEAV, Canal Ti Zef, 2016, 53'
 

Canal Ti Zef 14-06-2016 (hep istitloù)

Canal Ti Zef 14-06-2016 (gant istitloù e galleg)

 

 

 

 

 

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breton, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp e-lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget hini emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz e lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a Vro-Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh