logo keav

       

 

D'ar Sadorn 9 a viz Meurzh 2024, KEAV a ginnig deoc'h un devezh-studi diwar-benn :

 

Deomp war-raok gant an araogennoù! 

Gant Mark Kerrain

 

Fichennoù labour 

 

 M'ho peus c'hoant da urzhiañ levrioù skrivet gant Mark:

https://brezhoneg.org/fr/maison-d-edition/catalogue-sav-heol?page=1

 

∗ ∗ ∗ ∗ ∗ ∗ ∗ ∗ ∗ ∗ ∗ ∗ ∗ ∗ ∗ ∗ ∗ ∗ ∗ ∗ ∗ ∗ ∗ ∗ ∗ ∗

  

 

(Ar predeneg, ar brezhoneg er Grennamzer, ar geriadurioù pennañ, istor berr an doare-skrivañ, petra lenne ar vrezhonegerien ?)

 Gant Talwyn Baudu (digarezet eo bet Olier ar Mogn)

 

  

Devezh studi 2024 1

Titouroù

Fichenn-enskrivañ

 

Tud nammet:

Mont e darempred ganimp evit studial ho koulenn hag an ezhommoù kempouezañ: 02 98 95 59 31

 

Ar stummadur dibaouez

Ar stajidi a c’hall goulenn ma vo paeet o staj dezhe gant stummadur dibaouez o embregerezh. Savet e vo un emglev etre o embregerezh ha KEAV.  A-raok kas o fichenn-enskrivañ e rank ar stajidi mont e darempred gant ar c'henurzhierezh (Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.).

 

 

Kenweturiñ:

Gallout a rit en em aozañ gant al lec'hienn: 

https://www.bev.bzh/

 

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breizhad, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h nag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz en lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh