logo keav

       

 

D'ar Sadorn 28 a viz C'hwevrer 2026, KEAV a ginnig deoc'h un devezh-studi :

 

 Kartenn Breizh Langedig

e skol-sonerezh (auditorium) Langedig 

 

 Lakaat hoch anv

   

 

 Kentel 1: yezh hag identelezh

 

Eus Bro-Skos da Gatalonia 'n ur dremen dre Gorsika, meur a strollad dizalc'hour a zastum kalz a vouezhioù en dilennadegoù en Europa hiziv. Met e Breizh, 'lec'h m'eo bev-buhezek ar sevenadur, ar strolladoù dizalc'hour hag emrenour n'o dez nemet disoc'hoù dister. Daoust hag e talvez kement-se n'en em santfe ar Vretoned nemet frañsizien ? Kazi pemp kant vloaz zo ec'h eo stag eo hor bro ouzh ar Stad kreizennetañ en Europa... Marteze, amañ, n'eus tamm ster ebet ken gant ar goulennoù a denn d'an identelezh ? Pe, ma zo c'hoazh eus ur santimant aparchantiñ e Breizh, penaos eo stummet ? Ha peseurt liamm zo etre ar yezhoù — brezhoneg ha gallaoueg — ha nerzh an identelezh vreton ? Evit respont d'ar goulennoù-se e kemerimp harp war ur pezh-mell enklask bet kaset war ur standilhon eizh mil den.

 

gant Ronan ar C'hoadig

Ronan ar Choadig

 

"Sokiologour, diplomet eus Sciences Po Pariz, agregad e skiantoù sokial, doktor hag HDR e sokiologiezh. Kelenner emeritus war yezh ha sevenadur Breizh e skol-veur Roazhon 2. Adkrouer an Diplom Studioù Keltiek, gouestlet da Vreizh ha d’ar broioù keltiek. Aozer ur pemzek levr bennak ha pennadoù niverus diwar-benn sokiologiezh Breizh, ar minorelezhioù, ar vroadelouriezh hag an divroañ. Prezidant ar gevredigezh Mignoned Anjela, a labour evit mirout bev hêrezh ar varzhez Anjela Duval. Kolier an Erminig (2023)."

 

 

 


Kentel 2: Treiñ ha lakaat da dreiñ

An teknikoù treiñ a vo gwelet buan (emprestiñ, kalkiñ, azasaat, treuzlakaat...) hag implij an naouegezh artifisiel evit aesaat (pe pas!) al labour treiñ.

 

gant Myriam Guillevic:

 

"Mestrez-prezegerez e Skol-veur Roazhon 2 on goude bout bet kelennerez Brezhoneg er skolajoù ha lise e Bro an Oriant e-pad meur a vlez.
Kelenn a ran lennegezh, troidigezh, istor ar brezhoneg, hag arz e Breizh.
E-tal ma micher 'm eus skrivet kalzig a ganennoù, al lodenn vrasañ evit Erik Marchand ha pevar romantig evit ar vugale embannet get Keit Vimp Bev."

 

     Myriam GUILLEVIC

    

 Lakaat hoch anv

 Enskrivadur en-linenn

 

 

Devezh studi 2026 3Devezh studi 2026 3Devezh studi 2026 3

 

Bruderezh e stumm PDF

 

Priz:

43 € priz klok : 38€ (mizioù pedagogel ha pred) + 5 € (skodenn-vloaz)

38 € priz digresk : 33€ (mizioù pedagogel ha pred evit ar studierien hag an dud o klask labour) + 5 € (skodenn-vloaz)

 

 

Gall' a rit kas ho chekenn da: KEAV, 22 hent Mouliouen, 29000 Kemper.

Peotramant paeañ dre dreuzkasadenn-vank: pellkargañ ar RIB (Trugarez da resisaat ar menneg "Devezh-studi" en ur c'houc'hemenn ho paeamant)

 

Live:

Gwelloc'h eo kaout ul live B1 a-benn profitañ eus dañvezioù ar staj.

 

Tud nammet:

Mont e darempred ganimp evit studial ho koulenn hag an ezhommoù kempouezañ: 02 98 95 59 31

 

Ar stummadur dibaouez

Ne vez ket kinniget ken da stajidi ar stummadur dibaouez dont d'an devezh-studi. Evit ar skol-Hañv hepken e vo mat. Ma vez goulennoù e c'hallit mont e darempred gant ar c'henurzhierezh (Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.).

 

 

Kenweturiñ:

Gallout a rit en em aozañ gant al lec'hienn: 

https://www.bev.bzh/

 

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breton, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp e-lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget hini emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz e lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a Vro-Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Abalamour da labourioù a vo eno ar bloaz-mañ e ranko dilojañ ar skol-Hañv 2026 da Lise Scusinio e Montroulez.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh