logo keav

"Mont war-raok, Bevañ e brezhoneg"

Kastellin 07-13 ha 14-20 a viz Gouere 2024

Pajenn 1 2024Pajenn 2 2024

Plaketenn : amañ           Paperenn-enskrivañ : stumm PDF ; stumm .doc;         Treuzvankadenn : amañ

 

Titouroù, enskrivadurioù : 02 98 95 59 31 - Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.

 

Evezhiadennoù hollek

 

1 . Ar brezhoneg eo yezh ar staj


Staj KEAV a zo ur bodad tud laouen oc’h en em gavout asambles evit klevet ha komz brezhoneg a-hed an deiz hag e-pad ur sizhun, pe div, evit bevañ e brezhoneg hag evit reiñ tro d’an deskarded da zeskiñ brezhoneg ha da vevañ er yezh a-hed ar sizhun..
Met, hep gouzout diazezoù kentañ ar brezhoneg (ur bloavezh studi pe zaou) n’hall ket staj KEAV digas frouezh d’an den. Neuze d’an deraouidi rik e tegasomp da soñj e vez aozet stajoù all evite, e lec'hioù all, a-hed ar bloaz.

2 . Ar c’hentelioù war ar brezhoneg diouzh ho live hag ar c’hentelioù er rummadoù war temoù, war un danvez


E pep hini eus an div sizhun e rank an den dibab etre :
studiañ brezhoneg e kentelioù aozet e kentelioù a strolladoù bihan diouzh e live, pe heuliañ kentelioù en ur rummad hag a bleustro war un danvez bennaket a vo diskleriet deoc’h pelloc’h.

2 . 1 . Ar c’hentelioù war ar brezhoneg e strolladoù bihan diouzh o live
Renket hag aozet e vez ar c’hentelioù-se diouzh live ar stajidi. Dre destennoù pe c’hoarioù e vez studiet brezhoneg : ar c’heriaoueg, ar yezhadur hag an distagadur diouzh doare pep kelenner. Lakaat mod pe vod ar skolidi da gaozeal diouzh o live eo ar pal.
An dud ne gomprenont ket re vat pe n'int ket gouest da gaozeal aezet-tre eo o flas en unan eus ar c’hentelioù-se.
Pemp strollad a vo. Strolladoù al live uhelañ (ar strolladoù 4 ha 5 da gustum) a zere mat-tre ouzh an dud a oar komz, kompren ha skrivañ mat brezhoneg.

N'haller ket reiñ en a-raok ur programm resis eus ar pezh a vo graet gant ar stajidi e-pad an div sizhun-se. Ar gelennerien a ginnigo kentelioù a glot gant live hag ezhommoù ar stajidi a vo gante.

 

2 . 2 . Kentelioù ar rummadoù war un tem, war un danvez
Ar re a oar komz, kompren ha skrivañ mat brezhoneg a c’hall en em enskrivañ en ur rummad kentelioù da bleustriñ war un danvez bennaket. N’eo ket un « danvez da zibab e framm ar c’hentelioù ordin » : a-hed an devezh hag a-hed ar sizhun e vo labouret war an danvez-se. N'hall ket ar stajidi cheñch rummad er sizhun.

Evit lenn hiroc'h diwar-benn ar rummad:

Sizhun gentañ

  • Distagadur Pouez-Mouezh, gant Youn Gag ha Cedric Choplin - resisadurioù amañ - plas a zo -
  • C'hoariva, gant Anna Soaz Bervet ha Yann Edern Jourdan - resisadurioù amañ - N'eus ket plas ken -
  • Skivañ filmoù, gant Soizig Daniellou - resisadurioù amañ - plas a zo -
  • Istor Breizh - Gwerzaouiñ, gant Clyde Dluguy-Belmont hag Alan Kersaudy- resisadurioù amañ - plas a zo -
  • Kan ba'n sañs, gant Sofi Hunseg ha Gi Penseg - resisadurioù amañ - 2 blas a chom -
  • Kembraeg, gant Dafydd Frayling, Riwanon Kallag, Ffran May, Kristin Pelle - 2 live a vo - resisadurioù : ar programm a vo hervez live ar stajdi - plas a zo -

Eil sizhun

  • Distagadur Pouez-Mouezh, gant Loig a Gastellbriant, Serj Bozeg ha Youen Gwlegen - resisadurioù amañ - plas a zo -
  • Deskiñ kontañ marvailhoù, gant William Landin hag Alan Tudoret - resisadurioù amañ - plas a zo -
  • Kazetenniñ gant Radio Kerne, gant Tangi Poisson ha Marianne Vaidie - resisadurioù amañ - N'eus ket plas ken -
  • Sevel skridoù, gant Clyde Dluguy-Belmont ha Loeiza an Duigou - resisadurioù amañ dizale - plas a zo -
  • Brezhoneg er familhoù, gant Kristell Gate hag Essyllt Louarn - resisadurioù amañ dindan - plas a zo -

 

 

3 . An danvez skolaerien/kelennerien

Prantadoù gouestlet d'ar bedagogiezh a vo aozet e-pad ar staj evit an danvez skolaerien/kelenerien.
An danvez skolaerien/kelennerien a vo e staj KEAV ne vezint ket laket en ur strollad ispisial : pep hini nê a vo en ur strollad diouzh e live. Ar re a gompren mat hag a oar komz ha skrivañ brezhoneg a c’hallo, ma karont, bezañ en ur rummad war un danvez…

Un distaol war ar priz evit an dud o labourat war ar c'helenn e brezhoneg: Fichenn Skoazell KEAV e traoñ ar bajenn-mañ.

 

4 . Ar familhoù, ar vugale, ar grennarded

 

 

4 . 1 . Ar vugale dindan 6 vloaz : Brezhoneg er familhoù "BEF"Flyer BEF Kastellin

Fellout a ra deomp skoazellañ an tadoù hag ar mammoù a oar brezhoneg un tamm ha ne gredont ket ober da vat ganti er gêr c’hoazh.
Ar rummad kentelioù « Brezhoneg er familhoù» a zegemer tud gant o bugale oadet dindan 6 vloaz peurgetket evit pleustriñ war ar vuhez ordin e brezhoneg. An dud gant bugale koshoc'h ha c'hoant ganto tremen amzer e brezhoneg asambles gant o bugale a vo degemeret ivez.
Degemeret e vo tud divugel ivez, c’hoant ganto da zesevel o bugale da zont e brezhoneg, hag ivez an dud o labourat war dachenn ar bugaligoù.
Labouret e vo e prantadoù berr, war demoù tost ouzh ar vuhez pemdez ; aozet e vo pourmenadennoù, c’hoarioù a-stroll, desket kontañ istorioù ha rimadelloù. Diwallit: Ar rummad-se a vo kinniget e-pad eil sizhun ar skol-Hañv hepken.

    • Framm an devezh : amañ
    • Evit gouzout hiroc'h : amañ
    •         Fichenn-enskrivañ hag aotreoù : aotreargerent; fichenn-enskrivañ; folenn yec'hed
    •         Goulennet e vo ivez:
      • un eilenn eus ar c'harned yec'hed (pajennoù ar brec'hioù gant anv ho pugel war pep pajenn) pe un testeni digant ur medisin eo bet brec'hiet ho pugel;
      • un testeni asurañs atebegezh keodedel (responsabilité civile).

 

 

 

4 . 2 . Ar vugale a zo etre 6 vloaz ha 15 vloaz: ar greizenn-dudi
Flyer_kreizenn-dudi.png

 

Degemeret e vez ar vugale a zo etre 6 vloaz ha 15 vloaz en ur « ALSH » (Accueil Loisirs Sans Hébergement) reomp «kreizenn-dudi» diouti. Digor eo an "ALSH" etre 9 eur ha 5 eur evit an obererezhioù gant un diwallerezh adalek 8 eur 45 diouzh ar mintin betek 5 eur ha kart d'enderv. Evit pred kreisteiz e chom ar vugale dindan giriegezh ar "greizenn" evit ma yafent war-raok gant ar brezhoneg ouzh taol hag evit reiñ an tu deomp da grouiñ ur spered a-stroll etre ar vugale, hag etre ar vuhezourien hag ar vugale. Da goan e c'hall ar vugale bezañ gant o zud ha lakaat ar pezh o deus desket e pleustr. Dizale e c'hallor gouzout dre ar munud ar pezh a vo graet er rummad-mañ. Hervez niver ar vugale e vo savet strolladoù evit gallout kinnig obererezhioù a glot gant o oad hag o c'hoant.Krennarded_1.png

 

 

 

 

 

 

 

    • Plaketenn ar greizenn-dudi : resisadurioù amañ
    • Fichenn-didouroù da zegasaotreargerent; fichenn-enskrivañ; folenn yec'hed
    •         Goulennet e vo ivez:
      • un eilenn eus ar c'harned yec'hed (pajennoù ar brec'hioù gant anv ho pugel war pep pajenn) pe un testeni digant ur medisin eo bet brec'hiet ho pugel;
      • un testeni asurañs atebegezh keodedel (responsabilité civile).

 

4 . 3 . Ar vugale a zo ouzhpenn 15 vloaz

Hervez o c'hoant hag o live brezhoneg e c'hallo ar grennarded ouzhpenn 15 vloaz heuliañ kentelioù dre live pe mont e-barz ur rummad evel an dud gour. Ar vugale-se a chomo dindan kiriegezh o zud a-hed ar staj.

 

 

5 . An oberezhioù, ar c’hoarierezhioù e-maez eus ar c’hentelioù

Er maez eus ar c’hentelioù e vez kinniget d’an holl :
da greisteiz, un hanter eur kan an holl asambles, o tañsal a-wechoù diouzh kinnig an hini a ra war-dro ,
goude pemp eur (hervez an deizioù), mont da bourmenn, ober sport, mont da welet tud eus ar vro, kemer perzh e kaozeadennoù, e c’hoarioù, e stalioù-labour a bep seurt, sellet ouzh filmoù…
Goude koan : kaozeadennoù, sonerezh, filmoù, c'hoariva, beilhadegoù a bep seurt.

Goulennoù ordin / Diwar-benn ar staj, klikit amañ

6. Tud nammet:

Mont e darempred ganimp evit studial ho koulenn hag an ezhommoù kempouezañ: 02 98 95 59 31

 

7 . Ar stummadur dibaouez

Ar stajidi a c’hall goulenn ma vo paeet o staj dezhe gant stummadur dibaouez o embregerezh. Savet e vo un emglev etre o embregerezh ha KEAV.  A-raok kas o fichenn-enskrivañ e rank ar stajidi mont e darempred gant ar c'henurzhierezh (Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.).

8. Kenweturiñ:

Gallout a rit en em aozañ gant al lec'hienn: 

 

Evit mont d'ar skol-Hañv:

https://www.bev.bzh/br/trouver-une-rencontre?type=covoiturage&date=&lieu=&id_ville=

 pe skrivit "KEAV" er varenn-enklask

                   

  

Pezhioù-stag da bellgargañ :

  • Plaketenn 2024 : amañ
  • Folenn enskrivañ 2024 : PDF ; .DOC
  • Skoazell KEAV 2024 : amañ

 

Dielloù : Skol-hañv 2023

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breizhad, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h nag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz en lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh