"Mont war-raok, Bevañ e brezhoneg"
05-11 ha 12-18 a viz Gouere 2026
Diwallit! E Montroulez e vo ar bloaz mañ


Plaketenn : amañ dizale Paperenn-enskrivañ : amañ dizale ; Treuzvankadenn : amañ
Titouroù, enskrivadurioù : 02 98 95 59 31 - Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.
Evezhiadennoù hollek
1 . Ar brezhoneg eo yezh ar staj
Staj KEAV a zo ur bodad tud laouen oc’h en em gavout asambles evit klevet ha komz brezhoneg a-hed an deiz hag e-pad ur sizhun, pe div, evit bevañ e brezhoneg hag evit reiñ tro d’an deskarded da zeskiñ brezhoneg ha da vevañ er yezh a-hed ar sizhun..
Met, hep gouzout diazezoù kentañ ar brezhoneg (ur bloavezh studi pe zaou) n’hall ket staj KEAV digas frouezh d’an den. Neuze d’an deraouidi rik e tegasomp da soñj e vez aozet stajoù all evite, e lec'hioù all, a-hed ar bloaz.
2 . Ar c’hentelioù war ar brezhoneg diouzh ho live hag ar c’hentelioù er rummadoù war temoù, war un danvez
E pep hini eus an div sizhun e rank an den dibab etre :
studiañ brezhoneg e kentelioù aozet e kentelioù a strolladoù bihan diouzh e live, pe heuliañ kentelioù en ur rummad hag a bleustro war un danvez bennaket a vo diskleriet deoc’h pelloc’h.
2 . 1 . Ar c’hentelioù war ar brezhoneg e strolladoù bihan diouzh o live
Renket hag aozet e vez ar c’hentelioù-se diouzh live ar stajidi. Dre destennoù pe c’hoarioù e vez studiet brezhoneg : ar c’heriaoueg, ar yezhadur hag an distagadur diouzh doare pep kelenner. Lakaat mod pe vod ar skolidi da gaozeal diouzh o live eo ar pal.
An dud ne gomprenont ket re vat pe n'int ket gouest da gaozeal aezet-tre eo o flas en unan eus ar c’hentelioù-se.
Pemp strollad a vo. Strolladoù al live uhelañ (ar strolladoù 4 ha 5 da gustum) a zere mat-tre ouzh an dud a oar komz, kompren ha skrivañ mat brezhoneg.
N'haller ket reiñ en a-raok ur programm resis eus ar pezh a vo graet gant ar stajidi e-pad an div sizhun-se. Ar gelennerien a ginnigo kentelioù a glot gant live hag ezhommoù ar stajidi a vo gante.
2 . 2 . Kentelioù ar rummadoù war un tem, war un danvez
Ar re a oar komz, kompren ha skrivañ mat brezhoneg a c’hall en em enskrivañ en ur rummad kentelioù da bleustriñ war un danvez bennaket. N’eo ket un « danvez da zibab e framm ar c’hentelioù ordin » : a-hed an devezh hag a-hed ar sizhun e vo labouret war an danvez-se. N'hall ket ar stajidi cheñch rummad er sizhun.
Evit lenn hiroc'h diwar-benn ar rummad: da c'hortoz programmoù 2026 e c'hallit mont da welet ar programmoù 2025
Sizhun gentañ:
Eil sizhun:
3 . An danvez skolaerien/kelennerien
Prantadoù gouestlet d'ar bedagogiezh a vo aozet e-pad ar staj evit an danvez skolaerien/kelenerien.
An danvez skolaerien/kelennerien a vo e staj KEAV ne vezint ket laket en ur strollad ispisial : pep hini nê a vo en ur strollad diouzh e live. Ar re a gompren mat hag a oar komz ha skrivañ brezhoneg a c’hallo, ma karont, bezañ en ur rummad war un danvez…
Un distaol war ar priz evit an dud o labourat war ar c'helenn e brezhoneg: Fichenn Skoazell KEAV e traoñ ar bajenn-mañ.
4 . Ar familhoù, ar vugale, ar grennarded
4 . 1 . Ar vugale dindan 6 vloaz : Brezhoneg er familhoù "BEF"
Fellout a ra deomp skoazellañ an tadoù hag ar mammoù a oar brezhoneg un tamm ha ne gredont ket ober da vat ganti er gêr c’hoazh.
Ar rummad kentelioù « Brezhoneg er familhoù» a zegemer tud gant o bugale oadet dindan 6 vloaz peurgetket evit pleustriñ war ar vuhez ordin e brezhoneg. An dud gant bugale koshoc'h ha c'hoant ganto tremen amzer e brezhoneg asambles gant o bugale a vo degemeret ivez.
Degemeret e vo tud divugel ivez, c’hoant ganto da zesevel o bugale da zont e brezhoneg, hag ivez an dud o labourat war dachenn ar bugaligoù.
Labouret e vo e prantadoù berr, war demoù tost ouzh ar vuhez pemdez ; aozet e vo pourmenadennoù, c’hoarioù a-stroll, desket kontañ istorioù ha rimadelloù.
Diwallit: Ar rummad-se a vo kinniget e-pad eil sizhun ar skol-Hañv hepken.
-
- Framm an devezh : amañ dizale
- Evit gouzout hiroc'h : amañ dizale
- Fichenn-enskrivañ hag aotreoù : amañ dizale
- Goulennet e vo ivez:
- un eilenn eus ar c'harned yec'hed (pajennoù ar brec'hioù gant anv ho pugel war pep pajenn) pe un testeni digant ur medisin eo bet brec'hiet ho pugel;
- gwiriet ho peus un asurañs atebegezh keodedel evit ho pugale (responsabilité civile).
4 . 2 . Ar vugale a zo etre 6 vloaz ha 17 vloaz: ar greizenn-dudi
Degemeret e vez ar vugale a zo etre 6 vloaz ha 17 vloaz en ur « ALSH » (Accueil Loisirs Sans Hébergement) reomp «kreizenn-dudi» diouti. Digor eo an "ALSH" etre 9 eur ha 5 eur evit an obererezhioù gant un diwallerezh adalek 8 eur 45 diouzh ar mintin betek 5 eur ha kart d'enderv. Evit pred kreisteiz e chom ar vugale dindan giriegezh ar "greizenn" evit ma yafent war-raok gant ar brezhoneg ouzh taol hag evit reiñ an tu deomp da grouiñ ur spered a-stroll etre ar vugale, hag etre ar vuhezourien hag ar vugale. Da goan e c'hall ar vugale bezañ gant o zud ha lakaat ar pezh o deus desket e pleustr. Dizale e c'hallor gouzout dre ar munud ar pezh a vo graet er rummad-mañ. Hervez niver ar vugale e vo savet strolladoù evit gallout kinnig obererezhioù a glot gant o oad hag o c'hoant.
Evit enskrivañ ho pugel e c'hallit leuniañ ar furmskrid en-linenn war lec'hienn an UBAPAR vakansou-otieus.bzh pe kas ar fichennoù dimp:
-
- Raktres pedagogel (amañ dizale): Sizhun 1 Sizhun 2
- Lizher d'ar familhoù ha dafar da zegas (amañ dizale) : Sizhun 1 Sizhun 2
- Plaketenn ar greizenn-dudi : resisadurioù amañ dizale
- Fichenn-didouroù da zegas : fichenn-enskrivañ; aotre ar gerent; follenn yec'hed ; aotre mont kuit eus ar greizenn-dudi
- Ma teuio ho pugel gant unan bennak all d'ar staj: fichenn fiziañ e vugel
- Goulennet e vo ivez:
- un eilenn eus ar c'harned yec'hed (pajennoù ar brec'hioù gant anv ho pugel war pep pajenn) pe un testeni digant ur medisin eo bet brec'hiet ho pugel;
- Mont a raio ar vugale da gampiñ, kasit neuze peadra da gousket ha mar vez posubl un deltenn dre familh.
4 . 3 . Ar vugale a zo ouzhpenn 15 vloaz
Hervez o c'hoant hag o live brezhoneg e c'hallo ar grennarded ouzhpenn 15 vloaz heuliañ kentelioù dre live pe mont e-barz ur rummad evel an dud gour. Ar vugale-se a chomo dindan kirriegezh o zud pe un den e karg a-hed ar staj.
5 . An oberezhioù, ar c’hoarierezhioù e-maez eus ar c’hentelioù
Er maez eus ar c’hentelioù e vez kinniget d’an holl :
da greisteiz, un hanter eur kan an holl asambles, o tañsal a-wechoù diouzh kinnig an hini a ra war-dro ,
goude pemp eur (hervez an deizioù), mont da bourmenn, ober sport, mont da welet tud eus ar vro, kemer perzh e kaozeadennoù, e c’hoarioù, e stalioù-labour a bep seurt, sellet ouzh filmoù…
Goude koan : kaozeadennoù, sonerezh, filmoù, c'hoariva, beilhadegoù a bep seurt.
Goulennoù ordin / Diwar-benn ar staj, klikit amañ
6. Tud nammet:
Mont e darempred ganimp evit studial ho koulenn hag an ezhommoù kempouezañ: 02 98 95 59 31
7 . Ar stummadur dibaouez
Ar stajidi a c’hall goulenn ma vo paeet o staj dezhe gant stummadur dibaouez o embregerezh. Savet e vo un emglev etre o embregerezh ha KEAV. A-raok kas o fichenn-enskrivañ e rank ar stajidi mont e darempred gant ar c'henurzhierezh (Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.).
8. Kenweturiñ:
Gallout a rit en em aozañ gant al lec'hienn:
Evit mont d'ar skol-Hañv:
https://www.bev.bzh/br/trouver-une-rencontre?type=covoiturage&date=&lieu=&id_ville=
pe skrivit "KEAV" er varenn-enklask
Pezhioù-stag da bellgargañ :
- Plaketenn 2026 : amañ dizale
- Folenn enskrivañ 2026 : PDF (dizale)
- Skoazell KEAV 2026

o War-lerc'h ar staj..
Kendastumet e vez ar fotoioù kemeret gant ar stajidi gant Faned, kenurzhierez KEAV.
Sizhun 1
Liamm Google Drive Fotoioù ar sizhun gentañ
Sizhun 2
Liamm Google Drive Fotoioù an eil sizhun
Ul liamm Google Drive eo. M'ho peus fotoioù da rannañ gant ar stajidi all kasit ur postel da : Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser. . Mod-all e c'hallit mont da welet Faned e-kerzh ar staj.













