logo keav

Ar pennadoù diwezhañ

Bep bloaz, e brezhoneg

old logo keav

  • Ur skol-hañv, div sizhun e miz Gouere, strolladoù dre live yezh, rummadoù war un danvez, kreizenn-dudi evit ar vugale
  • Un devezh-studi en nevez-amzer
  • Ur staj kan en nevez-amzer
  • Daou zibenn-sizhun evit ar familhoù en nevez-amzer hag en diskar-amzer

Langleiz 1948Xavier de Langlais, Langleiz e brezhoneg, zo bet unan eus diazezerien KEAV asambles gant Vefa de Bellaing ha Ronan Huon. Daoust ma ne labouras ket pell evit KEAV en deus bet ul levezon vras betek an deiz a hiziv. "Priz Langleiz" a vez roet bep bloaz, alies e-pad skol-hañv KEAV. Fellout a rae dezhañ broudañ an dud da skrivañ hag abalamour da se en deus krouet ur priz lennegel. Ganet e oa Langleiz e 1906 e Sarzhav ha marvet e Roazhon e 1975. Brudet eo abalamour ma'z eo bet unan eus an heverkañ livourien a gemeras perzh e luskad ar Seizh Breur hag ivez abalamour ma skrivas levrioù hag a chom evel mein bont el lennegezh vrezhonek.

War an dachenn sevenadurel e labouras kalz evit peurunvaniñ ar brezhoneg hag e roas e holl nerzh da lakaat degemer dibarded ar gwenedeg er skritur – desket en doa gwenedeg o taremprediñ tud Sarzhav. Rak ne oa ket brezhoneger a-vihanig. Daremprediñ a reas an Emsav er bloavezhioù 25 e Paris hag eno eo e teskas ar brezhoneg lennegel. En Al Liamm niverenn 171, p. 243 , goude marv Langleiz, e kont Ronan Huon penaos e kejas gantañ evit ar wezh kentañ e Skol Sant Jozef e Lannuon. Eno e kont ivez penaos e voe krouet Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerion. (“Ar Vrezhonegerion” hervez an disklêriadur ofisiel bet graet e 1952, ha neket “ar Vrezhonegerien”, ar pezh a ziskouez splann pouez Langleiz hag ar reizhskrivadur unvan kaset war-raok gantañ.) « War-dro pemzek vloaz am boa p'am eus graet anaoudegezh gant va mignon Langleiz , pa lavaran anaouedegezh e fell din lavarout amañ em eus e welet evit ar wech kentañ ha gouezet piv e oa. » Se oa er bloavezh 1937. Chapel gozh skol Sant Jozef Lannuon a oa bet diskaret ha goulennet e oa bet digant James Bouillé (unan eus ar seizh breur hervez Langleiz) sevel an hini nevez. Langleiz a oa bet karget da livañ ur murlivadur divent war ar voger a oa a-drek an aoter hag ivez un Hent ar Groaz tro-dro d'ar chapel. « Gouezet hor boa en un doare bennak, gant hor c'helennerien moarvat, e oa ivez Langleiz ur skrivagner hag a skrive e brezhoneg ha, daoust ma ne blije ket d'an arzour, e oan deuet a-benn da vont er chapel nevez da astenn ma fri ha da deurel un damsell war Langleiz o labourat pignet war e chafodoù. N'eo nemet pa'z on aet d'ober ma studi e Roazhon war-lerc'h ar brezel avat em eus graet anaoudegezh gantañ e gwirionez. D'ar mare-se ez on bet meur a wech en e stal-labour e ru Victor Hugo, e-kichen Palez ar Breujoù, hag e 1947, gant va fae kentañ em boa prenet unan eus e daolennoù. Nebeut a amzer goude hon eus kroget da vezañ mignoned tost e gwirionez p'hon eus kroget da genlabourat asambles. »

« E 1947 e oamp en em gavet e kamp ar BAS (Bodadeg Ar Sonerien) e Sarzhav. Ar c'hamp breizhat nemetañ e oa d'ar c'houlz-se. Eno e kelennen brezhoneg d'ar re a felle dezho. Hogen, ni, brezhonegerion, a gave deomp e oa re a c'halleg er c'hamp ha komzet hor boa a-gevret, Langleiz, Vefa de Bellaing ha me diwar-benn se. Deut e oa neuze d'hor soñj sevel ur c'hamp all ma vije e bal deskiñ ha komz hor yezh. Moarvat hor boa divizet meur a wech war ar gudenn. Em eñvor en em welen gant Vefa en tren o sevel raktresoù. Perak en tren ? N'ouzon ket, dre ma plij din an trenioù marteze. Vefa de Bellaing a lavar din avat e oa dindan ar gwez avaloù ! » Gwir pe get, er bloaz war-lerc'h, e 1948 e voe dalc'het Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion kentañ e Kleder, dindan renerezh Langleiz. « Amzer hon eus bet eta d'en em anavezout ervat e-pad ar pemzek devezh-se a dremenemp bep hañv e lec'h-mañ-lec'h eus ar vro. Labouret ha c'hoariet hon eus asambles, rak Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerien a oa war un dro ur c'hamp dudi hag ur c'hamp labour. Langleiz a gemere perzh e pep tra. Ur mestr e oa war ar c'hoariva ha soñj em eus anezhañ o c'hoari en un doare dispar sketchoù a lakae an holl da c'hoarzhin. Ar sportoù a blije dezhañ ivez hag e welet a ran c'hoazh o kemer perzh en ur redadeg war an aod e Plouhineg er Mor Bihan hag unan all, er mor ar wech-se. An Aotroù Floc'h a oa an hini barrekañ evit neuial, heuliet a-dost gant Langleiz tra ma chomen pell war-lerc'h. Dalc'het en deus d'ober war dro ar c'hamp gant Vefa de Bellaing ha me hep ehan hon tri e-pad c'hwec'h vloaz, eus 1948 betek 1953. Ar bloavezh-se, Langleiz hag a oa o prientiñ livadurioù La Richardais a lezas din e lec'h evel rener. » Pa ne c'hellas ket mui Langleiz ren ar c'hamp e 1954 eta, e kemeras Ronan Huon e garg.

Langleiz, a veze graet Tad ar c'hamp anezhañ, ne’n doa ket dilezet pep tra evit kello-se (gwelet e vez war ar skeudennoù). Ouzhpenn al labour prientiñ ar staj, mont e darempred gant ur rouedad tud anavezet gantañ e Breizh ha tramor ivez, ober bruderezh, klask arc'hant (Kembreiz a veze pedet evit ur bennozh Doue), e rae prezegennoù e-pad ar staj, e kemere perzh en dudiamantoù : sport, choariva, kan (savet en doa kanaouenn ar c'hamp)... Sevel a rae pajenn gentañ al levr aour, gantañ e oa bet treset logo KEAV a implijomp c'hoazh an deiz a hiziv. Harpañ a rae Vefa de Bellaing pa oa ret kavout ur skol evit ar skol-hañv. Eñ an hini a stourmas abalamour d’ar skol-hañv da chom distag eus kement aozadur all a vefe. Ne felle ket dezhañ bezañ paeroniet na gant kelc'hioù keltiek, na gant ar « Ministère de la jeunesse » pe gant ur strollad hag a c'hellfe reiñ ul liv politikel da GEAV : « ...pep hini eus ar re a zeuio d'ar skol-hañv a c'hello magañ ar soñjoù a garo diwar-benn ar gudenn-mañ-gudenn a bolitikerezh... gant na rayo ket a vruderezh politikel e-pad ar staj, e mod ebet, ne vo ket goulennet muioc'h outañ » (lizher da E. Tymen e 1948). Moarvat ez eo eñ ivez en deus pouezet evit startaat al liammoù gant ar Gelted tramor, digeriñ ar c'hamp da gentañ war ar vro tro-dro, ha war ar bed a-bezh. Skoazellañ ar re a fell dezho peurzeskiñ brezhoneg, setu ar pal.

Roet en doa lañs da GEAV daoust ma ne oa ket chomet gwall bell, ha ne voe ket mui gwelet e KEAV, dalc'het ma oa gant e labour, met roet en deus un diazez solut d'ar skol-hañv. Hiziv an deiz c'hoazh ez eus ur priz lennegel, "Priz Langleiz" e anv, hag a vez roet alies e-kerzh KEAV.

 

 

Deiziadoù kentañ

 

Sadorn 9 a viz C'hwevrer : Devezh-studi ; Emvod-Meur

Nevez-Amzer: Dibenn-sizhun Brezhoneg er Familhoù

Sadorn 20 & Sul 21 a viz Ebrel: Staj-kan

Eus ar Sul 7 betek ar Sadorn 13 a viz Gouere: Skol-Hañv sizhun 1

Eus ar Sul 14 betek ar Sadorn 20 a viz Gouere: Skol-Hañv sizhun 2

Diskar-Amzer: 8-10/11/24 Dibenn-sizhun Brezhoneg er Familhoù

Bienvenue à KEAV !

dr frKEAV vous convie à ses stages de breton immersifs: venez en camp d'été de breton pour une semaine, ou plusieurs !
L'association KEAV organise chaque été un stage de breton en immersion destiné à un public qui, ayant déjà quelques connaissances en breton, veut les améliorer par une pratique quotidienne de cette langue, la seule à y être employée : un bain linguistique en quelque sorte.

Grâce à la certification Qualiopi nous pouvons accueillir les stagiaires via leurs droits à la formation continue.

Welcome to KEAV !

dr frKEAV invites you to its immersive Breton language school: come for a week of Breton summer camp, or more !
The association KEAV organizes linguistic courses every summer for people who have some knowledge of Breton, and who want to improve their linguistic skills and live for some time in this language. Breton is the only language used during this course, so it is an opportunity to learn by immersion. The largest part of this site will in Breton, but a few articles in English will be found in a special section.

Croeso !

dr frMae cymdeithas KEAV yn trefnu cwrs i’r sawl sydd wedi dysgu peth Llydaweg, sydd am ddysgu mwy o’r iaith ac sydd am fanteisio ar gyfle i fyw yn gyfan gwbl yn Llydaweg. Os ydych am gael eich trwytho yn Llydaweg, dyma’r lle i chi. Y Llydaweg yw iaith KEAV, a dyna paham y mae’r rhan fwyaf o’r deunydd ar y wefan hon yn yr iaith honno yn unig. Mae ychydig ddarnau yn Gymraeg.

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breizhad, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h nag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz en lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh