logo keav

Keleier Keav

 

Gouel Breizh bro Montroulez

 

22025 05 17 Manifestadeg Roazhon Evit Difenn Ar Brezhoneg Ha Sevenadur Breizh Karrez Ront WEB

25/05/25 - aozet gant Ti ar vro Montroulez - KLT (Kerne Leon Treger)

En em gavet omp e sal gouelioù Langolvaz (kostez Treger !) e kichen standoù Kuzul ar Brezhoneg, Skol Vreizh, Ar Redadeg, Splann, Diwan Montroulez.... un daou-ugent stand bennak a oa bet staliet evit an degouezh "Gouel Breizh bro Montroulez".

Leun a dud oa deuet da zañsal, selaou, sellet ouzh ar standoù, pakañ ur banne ha debriñ krampouezh lipous. Leun mat oa ar sal kreiz an endervezh ! Dalc'het oa bet standig KEAV, kinklet brav gant e livioù flamm, etre 2 eur ha 7 eur noz. Tremenet oa tud a bep seurt dirazomp, kurius un tamm, dedennet mat evit lod. Pevar den o deus lavaret e oant dedennet da vat, ha prest vefent war a seblant da enskrivañ evit ar bloaz. Meur a hini zo distro d'ar gêr gant pleg-dibleg pe follennig-nij KEAV.

Eskemmoù oa bet ivez gant tud Kuzul ar Brezhoneg, ha skol Diwan Montroulez, staliet tal da stand KEAV. Ur blijadur eo bet kejañ gant kement a dud ha displegañ petra oa stajoù dre soubidigezh. Ouzh ar mikro oa bet displeget ganeomp ivez pal hor stajoù Hañv en div yezh brezhoneg ha galleg. Ha stajoù dibenn-sizhun kan, bef, studi....

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breton, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp e-lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget hini emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz e lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a Vro-Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh