Lennomp,
ar gevredigezh
Embann levrioù a c’heller rakprenañ a ra Lennomp, dezhi meur a bal.
- Broudañ ar c’hrouiñ e brezhoneg gant ar soñj aesaat an eskemmoù etre aozerien ha lennerien, evit respont da ezhommoù al lennerien, o kemer e kont o live mestroni ar brezhoneg.
- Ober muioc’h eget krouiñ e brezhoneg. Da skouer, an titloù embannet e 2024 a lak war wel ar sevenadurioù all dre ar bed, an talvoudus ma ‘z eo da gaout darempredoù etre rummadoù oad, an digor-spered war emdroadur ar bed.
Ur gevredigezh yaouank eo Lennomp, he fal kinnig embann levrioù e brezhoneg d’ar pratikoù a ranko rakprenañ, pe dre ur skol divyezhek pe dre al lec’hienn.
Neuze :
- ne vo ket a stokoù, a werzh goude an deiziad termen, a standoù dalc’het er gouelioù
- ne vo ket moullet muioc’h eget ar pezh a vez goulennet.
Dre se e fell da Lennomp kaout un emzalc’h ekologel.
An hanter eus priz gwerzh al levrioù a vo roet d’ar skolioù meneget ( kavet e vo al listenn war al lec’hienn).
Ul « live-kempouez » evit kement raktres.
Ne vo kaset al levr maketennet d’ar mouller nemet ma vez tizhet al live-se. Ma ne vez ket tizhet e vo restaolet ar rakprener.ez.
Ma ‘z eer dreist ne vo moullet nemet ar gont goulennet.