logo keav

A-drugarez da Marion Rochard Engélibert deuet e staj ganimp warlene e oa bet savet ur skritell hollek a-benn kinnig obererezhioù KEAV.
 
Un doare peurbadus da reiñ da c'houzout d'ar vrezhonegerien nevez ez eus stajoù e brezhoneg penn-da-benn.
M'ho peus c'hoant da sikour ac'hanomp da aloubiñ ar bed gant hor bruderezh e c'hallit kas ur gemennadenn dimp hag e vo kaset deoc'h skritelloù A6 pe A3.

Keav hollek

 

Stumm .PDF 

 

Keav

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breizhad, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h nag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz en lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh