Staj etnobotaniezh en brezhoneg
d’ar 15 & 16 a viz even 2024 e Bulat-Pestivien
Tem ar plant zo un digare brav evit gwellaat ar brezhoneg ha evit mont da welet brezhonegerien ar vro. E-Pad ar staj vo desket diazeoù ar botaniezh (anveañ ar plant hag an doare da renkañ anezhe ; deskiñ anvioù plant war an dachenn, en ur vale dre an hentoù ha dre ar pratoù ; deskiñ geriaoueg ar plant), deskiñ un tamm ekologiezh ar plant, tostaat eus ouiziegezh ar bobl (louzoù mat da soanial, da zebriñ, da c’hoari... ; kredennoù hengounel hud ha relijiel…) ha metodologiezh enklask (dibab ar plant, kas a-benn un atersadenn...).
Ar program ac’h ay a-benn da... :
Botaniezh (« louzaouaerezh ») ha ekologiezh ar plant
Anveañ ar plant stank ha diazeoù al lousaoua simpl. Ober ul louzaoueg.
Notionoù ekologiezh ha jeografi ar plant e Breizh.
Ouiziegezhoù ar bobl diwar ar plant
« Botaniezh » ar bobl (breizhad) : reiñ anvioù ha klassifiañ ar plant.
Geriaoueg ar plant.
Doareoù disheñvel da implij plant e Breizh (Breizh Izell hag Uhel) ;
keveriañ gant studioù e bro Frañs ha e bro Veljia.
Etnobotaniezh : an etno-petra ?!
An ethnobotaniezh « buan hag aes » : un neubeut merkoù + metodologiezh enklask + lennadurezh
Etnologiezh : merkoù ha labourioù a-boues (en galleg).
Atlas anvioù plant Breizh : metodologiezh an enklask. Rol ha pal un atlas : etnologiezh, geo-yezhenouriezh hag kement zo.
+ 2 valeadenn etnobotaniezh (2eur) : anveañ ar plant galleg / brezhoneg ; implijoù ha skeudenniñ ar plant, jubennerezh…
Koan d’ar sadorn noz fardet gant plant saovaj, serret e-pad ar bourmenadenn.
Lec'h : milin Koad Gouredenn, 22 160 Bulat
Bod : ti prestet (priz libr ; 4 flas) pe kamping Bulat (tro 4€ / nozvezh)
Padelezh : 6eur x 2
Koust : 110 € (2 zevezh) pe 55 € (1 devezh)
Buhezet gant Laurent GALL / Herborescence
Darempredoù : 02 96 45 70 74 / Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser. / www.herborescence.fr