logo keav

Keleier Keav

Kemennadenn Redadeg 2026

Setu an destenn a zo tremenet eus Lannuon d’an 8 a viz Mae 2026 a vro da vro betek Naoned d’ar 16 a viz Mae 2026. Don ha fromus eo ar gemennadenn war tem ar bloaz "Bevañ, Bodañ, Bezañ"

Skrivet gant :
Anna Ar Beg
Loeiza an Duigou

Ar c'hilometr diwezhañ gant ar skrivagnerezed meur. Km 2026 e Naoned.

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breton, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp e-lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget hini emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz e lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a Vro-Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Abalamour da labourioù a vo eno ar bloaz-mañ e ranko dilojañ ar skol-Hañv 2026 da Lise Scusinio e Montroulez.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh