logo keav

Keav eus 1948 betek 1998

debelaing logivi Plougras 1966Vefa de Bellaing eo an hini he deus labouret ar muiañ evit KEAV : emañ e-touesk ar re a "ijinas" KEAV gant Langleiz ha Ronan Huon hag a labouras abalamour da GEAV da chom bev goude m'o doa kuitaet Langleiz ha Ronan Huon o c'harg. Setu amañ da-heul un darn eus he buhez stourmerez.

VEFA DE BELLAING

Ganet e oa Vefa de Bellaing e 1909 e Karaez, ha marvet e 1998 d'an oad a 89 bloaz. Bet eo unan eus diazezerion KEAV. En em gavet e oa gant Ronan Huon ha Langleiz en ur staj aozet gant Bodadeg ar Sonerion (BAS) lec'h ma kelennent brezhoneg d'ar stajidi. Goude ar staj-se, abalamour ma kave dezhe e oa re vihan plas ar brezhoneg, o doa divizet sevel ur staj penn-da-benn e brezhoneg. Kregiñ a reas he labour evit KEAV adal 1948 ha kendelc'hel a reas betek ar bloavezhioù 1970.

Vefa de Bellaing ne oa ket anezhi ur vrezhonegerez a-vihanig. En he familh, den ne ouie brezhoneg. He mamm ne oa ket Breizhadez, he zad avat, na pa ne ouie ket brezhoneg kennebeut, a oa brogarour hag a zaremprede tud an Emsav kozh. Adal ar bloavezhioù 25 e tremene he vakañsoù e Kerglof, e-kichen Karaez : da neuze e veze brezhoneg gant an holl war ar maez. En em dommet e oa ouzh ar yezh hag ouzh ar sevenadur pobl n'anaveze ket betek-henn. Graet he doa he soñj deskiñ ar yezh, ha gant se heuliet kentelioù Skol Ober renet da neuze gant Marc’harid Gourlaouen. Evit mont pelloc’h en he studi ha pleustriñ ar pezh he doa desket el levrioù, e kemeras perzh er c'hampoù a veze aozet e Milin Pennfoull e 1938-1939. Eno e komprenas « pegen pouezus e oa kaout ul lec'h ma vefe bodet ar re a zeske brezhoneg ha brezhonegerion a-vihanig » (e levr Anna ar Beg : KEAV, ar bloavezhioù kentañ 1948-1957). Diwar neuze e voe gouestlet he buhez penn-da-benn d'ar brezhoneg.

Ouzhpenn he labour evit KEAV e kemeras ur bern labourioù war he chouk. Pa’z eas Marc'harid Gourlaouen da Anaon e kemeras he flas e penn Skol Ober. E 1962 e savas Oaled Abherve e Sant Brieg. Levraouegerez a vicher e oa, arzourez ivez, skrivet he deus barzhonegoù, danevelloù ha pennadoù berr pe studioù embannet war Al Liamm (sellet ouzh pennad R. Huon, Al Liamm niv. 308-309). Difazierez e oa ivez evit Skol Ober, Al Liamm... Seniñ a rae violoñs alto (e « Conservatoire » Naoned e oa bet) hag unan eus e labourioù pennañ e voe he geriadur, Dictionnaire des compositeurs de musique en Bretagne, war-lerc'h meur a vloavezh enklaskoù diaes, ul levr e galleg diwar-benn sonerien Breizh hag a oa bet goulennet gant Skol Uhel ar Vro.

Petra e oa he labour e KEAV ? Ul labour ramzel. Paneveti ne vefe bet netra. He dalc'husted, he nerzh labour a c'heller kaout un tañva anezho pa lenner ar rentaoù-kont pe al lizhiri a eskemme gant he c'henlabourerien. Ha mat eo degas da soñj e veze dalc'het ar skol-hañv en ul lec'h disheñvel bep bloaz. Ret e oa kavout ur skol ma c'helled degemer ar stajidi a veze maget ha lojet enni. Skrivañ lizhiri (ne veze ket graet kalz gant ar pellgomz da neuze), gweladenniñ skolioù (ne oa ket aes diblas !) a gemere kalz a nerzh hag a amzer. Diaesoc'h-diaes e oa hag a-benn ar fin e voe divizet en em staliañ da vat e Skaer : neuze hepken e kredas dilezel he c'harg tamm-ha-tamm, hogen daoust ma ne oa ket yaouank na yac’h ken e veze ingal er c'hamp bepred. Ober a rae war-dro ar bruderezh, an enskrivadurioù ha buhez KEAV e-pad ar bloaz. Ur c'hannadig a zeue er-maez div wezh ar bloaz (1953→1968), En ur C'hortoz an Eost (a-raok ar c'hamp) ha Skol Hañv (goude ar c'hamp). E-pad ar c'hamp e oa ur vaouez hegarat ha karadek a ouie degemer, frealziñ an dud nevez en em gavet er staj, ha lakaat anezhe en o aez. Hi eo a genurzhie an traoù, gant Ronan Huon da zigentañ ha Paol Kalvez goude.

Pa zilezas he c'harg er bloavezhioù 75 e oa un tamm dilañs gant KEAV evit abegoù a bep seurt met fiziañs he deus bet er re yaouank a oa o tont war he lerc'h, gouiet he deus o sikour ha lakaat en o daouarn ur benveg gouest d’en em ober diouzh ar redioù nevez ha da gendelc'her betek an deiz a hiziv. N'ankouae ket KEAV evit kello-se peogwir e veze er staj ingal da-geñver ar bodadegoù ma veze pedet difazierion Skol Ober hag o skolidi a oa eno, pe da-geñver bodadeg Kevredigezh ar Skrivagnerion.

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breizhad, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h nag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz en lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh