Ronan Huon en deus savet ha roet lañs da GEAV, asambles gant Vefa de Bellaing ha Langleiz a oa Xavier de Langlais e gwir anv. Amañ e kavor ur pennad berr diwar-benn e stourm evit ar brezhoneg hag e labour evit KEAV.
Ganet eo Ronan Huon e 1922 e Saint Omer ha marvet e 2003 e Sant Mark e Brest, d'an oad a 81 bloaz eta. Rener KEAV eo bet adalek 1953 (kemer a reas plas Langleiz) betek ar bloavezh 1966 ma tilezas e garg. Ne oa ket brezhoneger a-vihanig daoust d'e dud da vezañ brezhonegerien, hogen tommañ a reas d'ar brezhoneg pa yae war ar maez 'kostez Montroulez : eno eo e teskas ar yezh gant e gendirvi hag e eontred. Ober a reas anaouedegezh gant an Emsav dre hanterouriezh ur mignon a oa gantañ er skol e fin ar brezel. Abred-tre eta e tivizas e vefe ar brezhoneg yezh e breder ha yezh e galon : ouzhpenn e labour evit KEAV e voe rener Al Liamm - Tir na Nog (ur gelaouenn hollvrezhonek) adal 1948, ha da-heul rener un ti-embann – Al Liamm e anv ivez – hag a embannas an darn vrasañ eus ar skrivagnerion vrezhonek. E 1950 e timezas gant ur vrezhonegerez eus Bro-Gwened, Elen ar Meliner ; desavet o deus o fevar bugel e brezhoneg.
N’en deus ket skrivet kalz e-unan a-benn ar fin : ul levr barzhonegoù (Evidon va-unan), ha daou zastumad danevelloù (An Irin Glas hag Ur Vouezh er Vorenn), na pa oa gantañ un doare nevez da skrivañ an danevelloù – met broudañ reoù all da skrivañ, kavout ha frealziñ skrivagnerion nevez a reas dreist-holl, ha sikour anezho da skrivañ. Graet en deus war-dro kreskiñ al lodenn galleg/brezhoneg e geriadur R. Hemon. Ur vuhez gouestlet penn-da-benn d'ar brezhoneg eta.
Setu ar pezh a skrive diwar-benn krouidigezh KEAV : « E 1947 e oamp en em gavet e kamp ar BAS (Bodadeg Ar Sonerien) e Sarzhav. Ar c'hamp breizhat nemetañ e oa d'ar c'houlz-se. Eno e kelennen brezhoneg d'ar re a felle dezho. Hogen, ni, brezhonegerion, a gave deomp e oa re a c'halleg er c'hamp ha komzet hor boa a-gevret, Langleiz, Vefa de Bellaing ha me diwar-benn se. Deut e oa neuze d'hor soñj sevel ur c'hamp all ma vije e bal deskiñ ha komz hor yezh. Moarvat hor boa divizet meur a wech war ar gudenn. Em eñvor en em welen gant Vefa en tren o sevel raktresoù. Perak en tren ? N'ouzon ket, dre ma plij din an trenioù marteze. Vefa de Bellaing a lavar din avat e oa dindan ar gwez avaloù ! » Gwir pe get, er bloaz war-lerc'h, e 1948, e voe dalc'het kentañ Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion e Kleder, dindan renerezh Langleiz. Petra e oa labour Ronan Huon e-pad ar staj ? Al labour prientiñ en a-raok a veze graet gant Vefa de Bellaing, ha Ronan Huon a rae war-dro ar c'hamp e-pad an 10 pe 15 devezh ma pade. Jubennour gant ar Gembreiz a oa niverus-tre er c'hampoù kentañ, kelenn, ober prezegennoù, aozañ an dudiamantoù, degemer ar berzhidi hag ar gouvidi, reiñ buhez d'ar c'hamp, aozañ an « noson llawen » gant kanaouennoù (lod savet war ar prim) pe pezhioù c'hoari berr – sede 'oa labour ar rener. Pedet e veze skrivagnerien (Yeun ar Gow, Jarl Priel, Maodez Glanndour, Loeiz Herrieu...), hag aozet e veze abadennoù gant tud ar vro. Koll a rae 5 pe 6 kilo e-pad ar staj !
Dilezel a reas e garg a rener e 1966, goude n’en doa kavet den ebet da gemer e lec'h. Pa gomze eus e genlabour gant Vefa de Bellaing e lavare pegen aes e oa bet o c'henlabour, an eil o harpañ egile. Hi an hini eo a sammas ar brasañ eus al labour war e choug, gant sikour Per Penneg, Yann Talbot ha Paol Kalvez. Daoust da se n'eo ket bet dihanet Ronan Huon da gemer perzh er skol-hañv, dreist-holl p'en doa divizet reiñ buhez en-dro da gKevredigezh ar Skrivagnerion (savet gant Jarl Priel hag eñ e 1954) o vodañ ar skrivagnerion hag o lennerion e KEAV.